Metadata-Version: 2.1
Name: anaouder
Version: 0.7.10
Summary: Breton language speech-to-text tools
Home-page: https://github.com/gweltou/vosk-br
Author: Gweltaz Duval-Guennoc
Author-email: gweltou@hotmail.com
License: MIT
Description: [![pypi version](https://img.shields.io/pypi/v/anaouder)](https://pypi.org/project/anaouder/)
        [![License: MIT](https://img.shields.io/badge/License-MIT-green.svg)](./LICENSE)
        
        # Anaouder mouezh e brezhoneg gant Vosk
        
        [Version française](./README-fr.md)
        
        ## Petra eo ?
        
        Un anaouder mouezh emgefre, graet gant ar meziantoù [Kaldi](https://www.kaldi-asr.org/) ha [Vosk](https://github.com/alphacep/vosk-api).\
        Gantañ e c'heller adskrivañ komzoù e brezhoneg (**Son -> Skrid**) en un doare emgefre, dre ur mikro e amzer real pe diouzh restroù son.\
        Pleustret eo bet gant un dek eurvezh bennak a deulioù son ha skrid linennet.
        
        Un nebeut perzhioù dedennus :
        
        * **Skañv**. Pouezh ar model a zo dindan 100 Mo ha treiñ a ra war ur bern mekanikoù : urzhiataerioù **hep GPU**, RaspberryPi, hezoug Android...
        * **Prim**. Gallout a reer adskrivañ ar son e **amzer real**, memes gant un urzhiataer kozh, pe primoc'h c'hoazh gant dafar nevesoc'h.
        * **Lec'hel**. Ezhomm ebet eus an Internet. Ho mouezh hag **ho data a chomo war ho penveg**, ha tretet e vint gant ho penveg nemetken. Kudenn surentez ebet liammet d'an treuzkas dre rouedad ha gwelloc'h a-fed ekologel.
        * **Digoust ha dieub**. Gellout a reoc'h azasaat ar meziant d'hoc'h ezhommoù pe enframmañ anezhañ e meziantoù all.
        
        Dalc'hoù 'zo siwazh :
        
        * Poentadur ebet.
        * Kizidig d'an trouzioù endro.
        * Fall war ur bern pouezioù-mouezh c'hoazh.
        * Ret eo komz sklaer ha goustadik.
        
        Emichañs e vo gwellaet efedusted an anaouder tamm-ha-tamm, gant ma vo kavet roadennoù mouezh adskrivet.\
        Ul lisañs dieub (doare [Creative Commons](https://creativecommons.org/licenses/)) a aotrefe eskemm ar roadennoù-se en un doare aes.
        
        Sikour ar raktres gant un donezon :
        [![Liberapay](https://liberapay.com/assets/widgets/donate.svg)](https://liberapay.com/gweltou/donate)
        
        ## Staliañ
        
        Goude bezañ bet staliet [Python3](https://www.python.org/downloads/) e c'heller staliañ an anaouder dre an terminal :
        
        ```bash
        pip install anaouder
        ```
        
        ## Adskrivañ ur restr son
        
        Gant an urzh `adskrivan` en un terminal, e vo adskrivet ar pezh e vez komprenet gant an anaouder diouzh ur restr son. Ar wech kentañ ma vo peurgaset an urzh-se e vo ret deoc'h gortoz ur pennadig ma vefe pellkarget ha staliet ar modul `static_ffmpeg` (evit amdreiñ restroù son ha video).
        
        ```bash
        adskrivan RESTR_SON_PE_VIDEO
        ```
        
        Dre ziouer, adskrivet e vo pep tra e diabarzh an terminal. Gallout a rit ivez implij an opsion `-o` evit resisaat anv ur restr, e lec'h ma vo skrivet an titouroù. Tu zo implij an option-se gant an holl urzhioù eus ar meziant.
        
        ```bash
        adskrivan RESTR_SON_PE_VIDEO -o DISOC'H.txt
        ```
        
        Evit kaout listennad an opsionoù, implijit an opsion `-h`.
        
        ## Implijout gant ur mikro
        
        Dre an an urzh `mikro` e c'heller implij an anaouder gant ho vouezh e amzer real.
        
        Ma n'ez eus skrid ebet o tont, klaskit niverenn an etrefas son gant :
        
        ```bash
        mikro -l
        ```
        
        Ha gant an niverenn-se :
        
        ```bash
        mikro -d NIVERENN_ETREFAS
        ```
        
        ## Linennañ ur teul skrid gant un teul son
        
        M'ho peus un teul skrid adskrivet dre dorn (e stumm `.txt`) e c'heller linennañ ar skrid gant ar son, evit krouiñ ur restr istitloù (e stumm `srt`).
        
        ```bash
        linennan RESTR_SON_PE_VIDEO RESTR_SKRID
        ```
        
        ## Adskrivañ istitloù evit ur video
        
        Gallout a rit adskrivañ istitloù diouzh teuliadoù son pe video, e stumm `srt` (Subrip).
        
        ```bash
        istitlan RESTR_SON_PE_VIDEO -o istitloù.srt
        ```
        
        An oberiadur-se a gemero kalzig a amzer (hervez padelezh an teuliad son). Klaskit gant un teul film berr da gentañ !
        
        https://user-images.githubusercontent.com/10166907/213805292-63becbe2-ffb5-492f-9bac-1330c4b2d07d.mp4
        
        *Setu disoc'h an istitloù emgefre, hep cheñch netra. Kollet eo buan pa vez sonnerez...*
        
        ## Implijout e diabarzh meziantoù all
        
        *N'eo ket aliet dre ma vez kollet un nebeut perzhioù e-keñver ar pezh vez graet gant ar modul `anaouder` : adlakaat ar varennigoù-stag hag amdreiñ an niverennoù da skouer.*
        
        Ar model noazh a c'hellit kavout en dosser `anaouder/models` pe dre al liamm [releases](https://github.com/gweltou/vosk-br/releases).
        
        ### Kdenlive
        
        Gant ar meziant frammañ videoioù [Kdenlive](https://kdenlive.org/) e c'heller adskrivañ istitloù en un doare emgefre ivez.\
        Ar mod-implij a c'heller kavout [amañ](https://docs.kdenlive.org/en/effects_and_compositions/speech_to_text.html).
        
        ## Trugarez
        
        Ar meziant-se zo bet diorroet o kemer harp war meziantoù dieub all : Kaldi, Vosk ha difazier [Hunspell](https://github.com/Drouizig/hunspell-br) an Drouizig (evit naetaat an testennoù a-raok ar pleustr).\
        Lakaat da bleustriñ ar model a zo bet posubl a-drugarez d'an danvez prizius, krouet ha rannet gant ur bern tud all : ar raktres Mozilla Common Voice, enrolladennoù Dizale, Brezhoweb, RKB, Kaouen.net, Ya!, Becedia, abadennoù France3 ha Dastum.\
        Trugarez da Elen Cariou, Jean-Mari Ollivier, Karen Treguier ha Mélanie Jouitteau evit o sikour hag o souten.
        
Platform: UNKNOWN
Classifier: Intended Audience :: Developers
Classifier: License :: OSI Approved :: MIT License
Classifier: Programming Language :: Python
Classifier: Programming Language :: Python :: 3
Classifier: Programming Language :: Python :: 3.6
Classifier: Programming Language :: Python :: 3.7
Classifier: Programming Language :: Python :: 3.8
Classifier: Programming Language :: Python :: 3.9
Classifier: Operating System :: OS Independent
Requires-Python: >=3.6.0
Description-Content-Type: text/markdown
